en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Klask tennan ar "backstop" maez deus emglev ar Brexit

Klask tennan ar "backstop" maez deus emglev ar Brexit

Emañ Breizh Veur o klask ober hep ar backstop. Dec'h 'n eus ur strolladig kannaded mirour kroget d'ober e soñj evit kavout ur renkamant all. O fal, evel ma oa bet votet gant Parlamant ar vro dimeurzh, a zo kavout un emglev gant an Europ hep ar « backstop » ennañ. Petra eo ar backstop e emglev ar Brexit ? Ur roued surentez eo, kuit da serriñ en dro an harzoù etre bro Iwerzhon hag Iwerhzon an Norzh, ur wezh ma vo kuitaet an Unvaniezh Europad gant Breizh Veur. Met nac'het voe bet an emglev gant Parlamant ar Rouantelezhioù Unanet 2 sizhunvezh 'zo, e touezh abegoù all peogwir ne blije ket ar backstop da zeputeed Unvanour Iwerzhon an Norzh, hag a zo evit chom stag da vro Saoz. Petra soñj ar breizhveuridi deus kement-se ? Selaouomp amañ Noel Mcglinchey, perzh en ur strollad enep Brexit anavezet « Chester for Europ ». Noel Mcglinchey hag a zo a orin deus bro Iwerzhon an Hanter-noz. Trugarez da Laetitia Fitamant bezañ prestet he mouezh brav evit an droidigezh e brezhoneg.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio