en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Evit ar 16vet gwech eo aozet ar festival Longueur d'ondes 'ba Brest.

Evit ar 16vet gwech eo aozet ar festival Longueur d'ondes 'ba Brest.

Ur festival hag a zo gouestlet d'ar radio ha d'ar selaou 'bar C'houartz. Abaoe diriaou c'hall an nen mont da gemer perzh 'ba atalieroù radio, mont da selaou abadennoù souezhus ha zoken kazetennerien veur. o labourat 'ba stroll Radio France dreistholl 'vel Ines Leraud 'vo warc'hoazh o kinnig al labour 'neus kaset 'ba Kreiz Breizh war bed al labour-douar ha gounezvouedel eno , ul labour 'zo embannet war France culture 'ba "Journal Breton". Asambles gant Morgan Large eus Radio Kreiz Breizh e tisplego penaoz kazetenniñ 'bal lodenn se eus Breizh war ur sujed kizidik, kement 'mañ 'vo warc'hoazh etre 11e45 ha 1e. War lerc'h 'vo degemeret unan 'vel Kristof Hondelatte 'zo ken brudet. Taolioù krenn diwar benn dazont ar radio, ar podcast un doare nevez d'ober radio ha kement 'zo. Un tamm sell war ar festival gant Mannaïg Thomas 'zo ezelez eus ar gevredigezh 'ra war dro Longueur d'ondes 'ba Brest.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio