en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

A-benn daou zevezh ac'hann e vo echu gant dilennadegoù ar C'hambroù Labourerezh-douar

A-benn daou zevezh ac'hann e vo echu gant dilennadegoù ar C'hambroù Labourerezh-douar

2,5 million a dud, labourerien-douar ha tud bed al labourerezh-douar o deus da reiñ o mouezhioù e 89 kambr a dreuz bro C'hall. Dilennadegoù pouezus evit an dud o veviñ deus an douar. Ouzhpenn reiñ alioù d'al labourerien-douar war an teknikoù, hag enrolliñ o statudoù a fed melestradurezh, o deus ar c'hambroù ar pal difenn ar beizanted betek e burevioù ar bolitikerien. Ha ma oa betekhen un darn braz tre deus al labourerien-douar o reiñ o mouezh en dilennadegoù-se, e vez gwellet dibaoe 15 vloaz un digresk krenn : e 2007 voe bet an tri c'hard deus ar beizanted o votiñ, e 2013 ne oant ket mui ken e boan muioc'h eget an hanter, ha daou zevezh araog ar fin ar bloaz mañ e seblant bezañ gwashoc'h c'hoaz. Youenn Wlagen a zo implijad e Kambr Labour-douar Penn -ar Bed. Evitañ eo marteze peogwir o deus al labourerien douar ar santimant neus ket ar c'hambroù kalz galloud...

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio