en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Daou skipailh Roller Derby 'zo tomm o botoù-ruilh 'ba Brest!!!

Daou skipailh Roller Derby 'zo tomm o botoù-ruilh 'ba Brest!!!

E pad ar fin ar sizhun e oa degemeret e Brest eil emgav Kampionad Frañs rummad B ar Roller Derby. 6 skipailh o tont deus kornôg bro Frañs a c'hoari an eil re enep ar re all, evit mont e play-off ha pignal e rummad A ar bloaz a-zeu. Ar roller derby a zo ur sport war votoù-ruilh, disanavezet a-walc'h evit poent, ha krouet gant maouezed da gentañ. E pad ur c'hrogad, hag a bad un eurvezh, emañ ur rederez deus pep skipailh o klask ober tro an dachennad buhanoc'h eget an hini all, ha peurest ar skipailhadoù o klask mirout deus o enebourez da vont war raog. « Diwwall », c'hoarierez skipailhad Brest e rummad A a oa deuet da reiñ kalon d'ar skipailhad rummad B. Souezet eo bet Tunvezh o welet pegen kintus eo dav bezañ evit c'hoari Roller Derby. Evit pezh a sell renkamant ar rummad B e Kampionad Frañs Roller Derby, e fin an eil emgav eo Roazhon a zo e penn, La Rochelle d'o heul, ha Brest a zo trede. Skipailh Naoned, « Les Divines Machines », a zo pempet er renkamant diwar 6. An emgav an trede, hag an hini diwezhañ evit gouzout peseurt strollad deus ar rummad a yall e play off, a vo e miz Meurzh e kêr Angers. Brest a c'hoario a-benn neuze enep da Bariz ha d'an Naoned.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio