Meurzh 22 a viz Genver
"70 vloaz er c'hornôg" setu mand eo achiv troiad Gilles Servat e Breizh, kroget 3 blez 'zo. Frommet oe bet seniñ e Lokoal an dibenn-sizhun paset, muioc'h a zisplegadennoù a-ziàr e darempred get ar publik, hag e raktres nevez a zo da selaou da 11'
Un hentad divyezhek nevez a vo digoret e Skolaj an Aeled Santel (Saints-Anges) e Pondi, get Dihun. Yann Verney ha Roland Martot ag Poellgor akademiezh ar gelennadurezh katolik (CAEC) a oa deuet beteg Pondi evit kinnig ar raktres, gint o doe displeget doc'h mikro Enora Molac e vo moarvat kroget benn miz Gwenholoñ, get un deg bugel benneg. Un emvod evit ar gerent intereset a vo an dibenn-sizhun 'mañ. Muioc'h a ditouroù da selaou da 19' en enrolladen a-us.
Amel Barazer a zo bet aterset get stajidi Roudour, ar paotr n'oe fouetet bro e Ganaki, ha bremañ ema distroet e Breizh, get ur bochad raktresoù, en o zouez ar strollad Taouarh. Selaouit tro 36'
Perak omp streviet get hor pellgomzerioù?! Ar reskont get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne da 1e04
Lizher an 19/08/1917 skrivet get Loeiz Herrieu kaset d'e wreg Loeiza, selaouit da 30'
Tonioù:
-Suden Aika, Lainehilla ft. Katariina Ai
- Lunasa, January Snows
- Taouarh, Tour
- A Chumbawabba, (kinnig Tara)
- Talec Noguet 4tet, En tu all d'ar mor bras (pladenn nevez)
- Natah Big Band