Kilsell 2018 : Glifozat
Bennarc'hoaz e vo difennet implij al louzeier chimik gant an hiniennoù, hervez testennoù al lezenn Labbé. Daou vloaz 'zo dija eo difennet evit ar strollegezhioù lec'hel. Klasket zo bet gant tier-kêr 'zo ha kevredigezhioù da stummañ an dud war zoareoù all da ober hep glifozat en o liorzhoù.
An dud a vicher, int, koulskoude, a c'hello kenderc'hel d'ober gant al louzeier chimik. En o zouezh, ar glifozat. Ar volekulenn hag a vez kavet dreist-holl er Round-up, a zo deuet da vezañ un arouezh e stourm an ekologourien. Kendalc'homp aze gant hon troiad er bloavezh 2018, da welet ar pezh a zo c'hoarvezet tro dro d'ar glifozat, gant Tunvezh Wlagen-Gradjean.