grev e France Télévision ha Radio France
Reuz a glefe bezañ lakaet ba' programoù ar chadennoù publik hirie goude ur galv da herzel deus al labour e stalioù France Télévision ha Radio France.
Sevel a ra implijidi ar mediaoù publik a-enep d'ar strishadurioù arc'hant raktreset evit daou vil trizek.
Etre daou vil unnek ha daou vil pemzek e rank France Télévision digreskiñ e bostoù-labour a bemp dre gant da skouer.
Herri MORVAN, kazetenner e Frañs tri Hirwazh e Brest, 'neus roet displegadennoù da Gatell UGUEN.