Lise Diwan Gwened. War an hent mat !
Mont a ra war raok raktres digeriñ lise Diwan 'ba Gwened. 'Zhun tremenet 'oa un emvod foran gant komite skoazell ar skolaj 'vit titouriñ ar gerhent, hag ivez 'vit prederiañ sames war krouiñ ur c'homite skoazell nevez 'vit dougenn ar raktres. Ur pal all : gwelet 'piv 'vefe kontant da gas o bugale 'ba'l lise evit distro 2019 pe 2020. Hervez renner skolaj ar morbihan Sylvain Deron, peadra 'zeus bet graet 'vit ma vefe digoret da vat al lise e miz gwengolo o tont. Met bremañ 'maint o c'hortoz respontoù digant an deskadurezh. Hiroc'h 'vo lâret gantañ doc'htu doc'h mikro Gwenvael Delanoe.