Ti Gwilioudin Gwengamp : 2 bloavezh ouzhpenn !
Un tamm goursez evit ti-gwilioudiñ Gwengamp! E miz Mae 'oa bet degaset keloù gant an ARS, Ajañs Rannvro ar Yec'hed, penaos 'oa an ti-gwilioudiñ da vezañ serret e Gwengamp 'benn fin miz Genver 2019. En-ofisiel ne vefe ket ganet trawalc'h a boupigoù e Gwengamp. Ha raktal savet ar stourm da zifenn an ti-gwilioudiñ, gant ar re o labourat ennañ hag an dud diwar-dro, harpet gant dilennidi zo. Meur a vanifestadeg zo bet abaoe, o vodañ muioc'h-mui a dud. 'Benn fin, d'an 19 a viz Gouere 'oa bet roet da c'hoût gant depute LREM pastell Gwengamp, Yannig Kerlogod, e vefe daou vloavezh da c'hortoz 'raok na vefe serret. Met ne oa ket trawalc'h klevet kaozioù, ha pemzektez zo 'oa en em vodet merc'hed ar servij gwilioudiñ, ha tud Bro Wengamp, da c'houl ma vo ur skrid ofisiel oc'h embann 'vo dalc'het an ti-gwilioudiñ. Pezh zo bet. Diriaou 'oa degouezhet ul lizher ofisiel a-berzh ar prezidant macron, dre an depute Yannig Kerlogod. Un toullad displegadennoù gant Guillaume Bricaud, ezel deus ar stroll da difenn an ti-gwilioudiñ. gantTugdual Karluer.