Roit ar statud repuad da Ajad Goul!
Muioc'h 'get 60 den 'oa bodet 'vit beure dirag isprefeti Morbihan an Oriant 'vit goulenn gant ar prefet reiñ ar gwir da Ajad Goul da c'houlenn repu ba'r vro. O tont eus Afghanistan eo ar paotr. Nac'het 'oa bet reiñ ar statud repuad dezhañ 'ba Bro Alamagn pa oa degouezhet e Europa ha setu divizet gantañ dont da Vreizh. 'Pezh 'zo, 'dre reolenn europead « Dublin » ne c'hell ket mont da vevañ d'ur vro all en Europa 'vit Bro-Alamagn. Neuze 'ma 'zeo kaset en dro da vro Alamagn 'vo kaset da Afghanistañ diouzhtu warlec'h. Ur vro lec'h ma 'z eo dañjerus-tre chom 'vitañ, eme Kristian Le Meut, a oa o vanifestiñ dirag an isprefeti.
Un emgav 'zo bet gant sekretourez an isprefeti. Selaouet eo bet mignoned Ajad ganti. Met daoust hag eñ 'vo asantet reiñ an droed dezhañ da c'houlenn repu amañ, ha daoust hag-eñ 'vefe asantet warlec'h, se 'zo un afer all c'hoazh. D'ar c'houlz-se neuze ne c'hell ket ar mekanisian labourat, ha kaat spi 'vo ket harzet ga'r boliserienn.
Gant kenstrollad soutenn repuidi an Hennbont ha kevredigezhioù all 'oa bet galvet an dud dirag an isprefeti 'vit beure. Reportaj gant Gwenvael Delanoe.