en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kinnigoù Emmanuel Macron: ur c'hresk da vat evit gwelaat buhez an dud?

Kinnigoù Emmanuel Macron: ur c'hresk da vat evit gwelaat buhez an dud?

100 euro muioc'h 'vit an dud 'zo paeet live ar SMIC, eurvezhioù labouret ouzhpenn hep taosoù da baeañ, chom hep lakaat ar re binvidikañ da baeañ an ISF, ar vaered lakaet 'bar jeu demokratel en dro: sed aze 'pezh 'oa embannet gant prezidant Republik Bro-C'hall dilun da noz gant ar soñj sioulaat fulor an dud o jiltennoù melen 'zo o vanifestiñ war bord an hentoù 'baoe muioc'h 'vit teir sizhun. Ar c'hresk war an eoul mein gant an taos karbon 'noa lakaet ul lodenn eus ar C'hallaoued da sevel 'vit diskouezh int erru glas gant an tailhoù 'rankont paeañ. Hervez ur sontadeg embannet gant Ouest-France eo 59% eus ar C'hallaoued n'int ket bet kendrec'het gant ar pezh 'neus embannet Emmanuel Macron. Ul lodenn eus an dud o jiletennoù melen fell dezho kenderc'hel gant o stourm. GG Gwenn 'neus labouret 'pad 20 vloaz gant ur gevredigezh 'oa e bal skoazell an dud dilabour, eil maer Boneur 'ba Menez Are ha retretad aboe un nebeut bloavezhioù 'neus roet e soñj deomp war 'pezh 'oa embannet gant Emmanuel Macron. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio