un ti nevez 'vit Frañs Bleu Breizh Izel
Dibaoe 35 ploavezh emañ hon kenseurted deus an ti radio Frañs Bleu Breizh Izel war boent dilojañ... Graet vo a-benn ur sizhunvezh ac'hann, barzh ar fin ! Ar radio a oa en em staliet e Kemper er bloavezh 1982, en ur savadur e kreiz kêr da c'hortoz kavout gwelloc'h. Da neuze e oa graet Radio Bretagne Ouest deuhoutañ. Dibaoe 'n eus stranet ar raktres dilojañ, anv zo bet graet da vont da Vrest, a-raog ma yafe ti-kêr Kemper da ginnig un dachenn da Frañs Bleu.
Perag o deus divizet kuitaat kreiz kêr ? Ar respont gant rener ar radio Gurvan Musse, deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
An dilojamant a vo graet deus noz ar sizhun a zeu neuze : D'an 11, benn dimeurzh, vo graet ar c'heleier d'abardaez e kreiz kêr er savadur kozh, ha d'an 12 e tivuno skipailhad Frañs Bleu Breizh Izel en he savadur nevez !