en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar reggae 'ba'n Unesco

Ar reggae 'ba'n Unesco

Dec'h eo bet renket sonerezh Reggae e glad sevenadurel dizanveziel an Denelezh. Ur c'huzul ispsial an Unesco, bodet war Enez Moris dec'h, 'n eus anavezet talvoudegezh ar sonerezh ispisial-mañ. Evito 'n eus Reggae degaset da Vugel-Den war al live politikel kement ha speredel. Pal listennad ar glad dizanveziel, ma vez kavet ar festoù-noz warni dibaoe ar bloavezh 2012, a zo da anavezout lieseurted ar sevenadurioù tro dro d'ar bed, lakat war wel gouziegezhioù ha barregezhioù pobladoù a bep seurt. Evel m'he deus Ministrez ar Sevenadur Jamaikad embannet kerkent : N'eo ket forzh peseurt reggae koulskoude, mez hini Jamaika hag a zo anavezet aze, un doare da virout spered orin krouerien ar sonerezh-se. Kevin Caillaud a ra war dro un abadenn Reggae war radio Prune en Naoned. Displegiñ a ra penaos n'eo ket ganet Reggae e Jamaika dre zegouezh. Emañ deus mikro Laetitia Fitamant en Radio Kerne.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio