100 000 sinadur 'vit astagan Liger-Atlantel doc'h Breizh
Abaoe 2017 zo bet lañset ur pezh sinadeg gant ar gevredigezh « Breizh Unvan » da c'houlenn ma vo savet ur referandom el Liger-Atlantel da adstagañ an departamant da Vreizh. Evit 'vefe un tamm tavloudegezh 'oa ret tapout 100 000 sinatur, un dek dre gant deus an dud o chom en departamant, kement ha lakaat ar gaoz war an tem-se diouzh ret er c'huzul-departamant. Ha graet zo, tapet eo ar 100 000 sinatur. Dalc'het 'vo gant ar sinadeg betek kreiz miz Kerdu 'vat, kement ha suraat an niver a dud, met bremañ zo gortozet digant an departamant. Patrick Lecat zo ezel deus Breizh Unvan, hag a ra war-dro d'ar sinadeg, un toullad displegadennoù gantañ deus mikro Tugdual Karluer.