en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Diriaou 29 a viz Kalañ-Gouiañv

Diriaou 29 a viz Kalañ-Gouiañv

A benn nebeut e vo lakaet an enrolladenn!! Gortozit ur pennadig Ar sonerion Simone Alves ha Yann Gourvil a vez berpet o fouetañ bro. Distroet int e Breizh ur sort evit komz ag o fladenn nevez Inês, muioc'h a vo da glevout da 31' Ar vikinged a zo ar bobl choazet get Benjamin Bouard en e gronikenn Ohpenn ar vretoned 'zo, setu un tu da c'houzout muioc'h da 44' Hervezh Jerom Bouthier, kenurzhier Institut ar Gallaoueg, ar pezh a vank evit ar gallaoueg a zo un tammig pep tra, ha ret e vehe lakaat lan a energiezh er stummadurioù. Muioc'h da glevout da 53' Le toupichon a zo ur gronikenn e gallaoueg graet get Plum FM, ar radio divyezheg e gallaoueg (+galleg) lec'hiet e Serent, setu ar lec'hienn internet: http://www.plumfm.net/ Ar pezh a vo klevet amañ 'zo kinniget get Matlao Rollo, a-ziàr ar c'honter/kaner mil vrudet Albert Poulain. Selaouit da 20' Petra n'eus ho medisin-vedisinez ar gwir da lâr a-ziàrnoc'h d'ho re? Setu ar reskont get Gael Pedron, doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB da selaou da 1e17 Benn arc'hoazh ha benn disadorn e vo festoù-noz e Rusi get an daouad Pichard/Vincendeau ha strolladoù all ag ar Rusi, setu un nebeut displegadennoù get an aozerezed Elena Solovova ha Dana Lifanova da selaou da 1e23 en enrolladenn a-us! Un dro-lâvar evit krogiñ an deiz, get Tomaz Laken ha Yann Bêr Guyader, da 19' Tonioù: - Kiez ar bed, Punellat - Astrakan Projekt, Ar chaseadenn - Ivar Jbornson & Einar Selvik, Hugsia - Planchée, Avant-deux du nord https://www.youtube.com/watch?v=LXLutbDr_Fg - London grammar, Who am i - Pichard/Vincendeau, Le collecteur

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio