N'aio ket ar PS gant an Drian!
Fin ar sizhun dremenet 'oa embannet gant Jean-Yves an Drian, ministr an aferioù diavaez, e soñj sevel ul lusk nevez 'ba Breizh 'vit prederiañ war dazont Breizh. Ul lusk gant an holl araokourien: eus LREM d'ar rannvroelourien pe 'vefen politikourien, renerien stalioù pe penn kevredigezhioù.. Chom 'raio memestra JY an Drian ministr 'ba gouarnamant Edouard Philippe. Lañset 'vo ez ofisiel 'benn ar 16 a viz Kerdu 'ban Oriant al lusk nevez "Breizh Lab". Petra soñj ul lodenn eus araokourien Breizh, tud ar PS da skouer,familh kentañ an Drian? Selaouomp Herr Morvan ezel eus PS 29. Gant Erwan Blanchard.