1000 a dud o vanifestiñ 'ba Kemper a-enep ar feulster graet war ar merc'hed
Estreget tud o jiletennoù melen 'oa o vanifestiñ disadorn. War-dro 1000 a dud 'oa 'ba Kemper, 'vel b'un toullad kêrioù 'ba Bro Frañs a-bezh 'vit ma paouezfe ar feulsterioù a-enep d'ar merc'hed. 123 flac'h zo bet droug-lazhet ar bloaz-mañ 'blam' ma oant merc'hed. Gall 'ra ar feulster-se bout boutin-tre 'giz taolioù-dorn pe zoken komzoù-tec'h, awalc'h 'vit distrujañ ur vuhez. Klasket 'zo kempenn ar gudenn met ne 'za ket war wellaat an traoù buan 'walc'h hervez Cecile ha Kamille, 'zo perzh ar strollad «Difenn» a gelenn d'ar merc'hed n'eus forzh peseurt oad 'nem zifenn. Selaouomp 'nezhi ouzh mikro Gwenvael Delanoe.