Al lezenn NOTRe ha dasparzh an dour
Un dibab pouezhus 'vo d'ober ga'r c'humunioù ar bloaz o tont : dav 'vo dibab 'piv a raio war dro ar pompañ dour hag ar c'has dour d'an tiez. Bout 'zo 254 kumun ba Morbihan. ha 220 doc'houte a ver an dour a-stroll gant sindikat dour an departamant « Eau du Morbihan » krouet e 1974. Pezh n'eo ket anat. Set aze un doare da vout kengred pa vez labourioù d'ober da skouer, da lakaat memes prizh da bop hini ha da verañ an dour a-stroll. 'Pezh 'zo lezhenn kaset e 2006 « Lezhenn Nôtre » a cheñch an aozadur. Aime Kergeris 'zo prezidant sindikat dour ar Morbihan. Evitañ eo un ostilh poellek-tre ha efedus e sindikat hag eo ret diwall d'ar c'humunioù da chomp hep distruj anezhañ o tibab mont kuit eus an aozadur.
'Ba Penn-ar-Bed 'vo startoc'h hervez Aime Kergeris peogwir n'eus ket eus un aozadur ken bras giz « Eau du Morbihan ». Neuze 'vo diaesoc'h 'nem lakaat a-du, ha pa 'vo mareoù sec'h . Peotramant 'vo diaesoc'h merañ dour ar vro an holl 'sames ha kengred, gant memes prizh 'pep lec'h. 'Pezh 'zo, « Eau du Morbihan » 'zo deuet a-benn da digreskiñ kalzig prizioù goulennet gant embregerezhioù e karg eus an dour peogwir 'noa pouezh awalac'h 'ba'n divizioù, eme e brezidant. Ma 'za pep hini eus e du, 'vit ar c'humunioù bihan 'vo start chom ken kreñv 'tal ouzh 'tal gant Veolia pe reoù all.
Un atersadenn kaset da benn gant Gwenvael Delanoe