O tont emañ ar Brexit: sell Malo Bouessel-du-Bourg eus "Produet e Breizh"
Sañset 'zo kavet un emglev etre Rouantelezh Unaned hag Unanviezh Europa 'vit sevel ur modus operandi nevez etre o daou stroll 'pa 'yaio porzh UE R-U 'benn miz Meurzh. N'eo ket sinet na kadarnaet an destenn gant deputeed RU ha n'eo ket sur 'yaio kannade d awalc'h a-du gant an emglev 'zo bet kavet gant Tereza May. Pezh 'zo 'ba Breizh 'zo un tamm anken 'blam d'ar Brexit ha dreistholl eus tu ar besketourien 'vel 'pezh 'neus laret Malo Bouessel du Bourg, rener "Produet e Breizh", a daol ur sell aketus war an afer se. Gant Erwan Blanchard.