Rabat rein boued d'al laboused e-pad ar goañv
Arru an amzer yen, pe dost, 'benn ur mizvezh ac'hann e vo degouezet ar goañv warnomp. Gant ar yenijen eo niverus an dud o staliañ bouloù durzoni pe greun evit magañ al laboused en o liorzhoù. Alioù vez graet gant ar c'hevredigezhioù natur war ar gwellañ doare d'en ober. Met nebeut int da zisplegiñ peseurt efedoù fall a c'hell magañ laboused kaout warno. N'eus ket kalz a studioù skiantel a zo bet kaset war an dra-se, mez ar pezh a vez diskouezet ganto a zo chalus. Jean-Yves Kervarc'heg, ezel deus ar gevredigezh Breizh Vev, a zo enep e vefe maget al laboused epad ar goañv. Eman deus mikro Tunvezh w/Gwlagen-Grandjean
Ha deoc'h da gaout siffroù, Er Stadoù-Unanet, ma vez maget al laboused gant an hanter deus an tiegezhioù, e vez gwerzet evit 3 miliard a zolaroù boued laboused war ar marc'had.