en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous

Hiriv e krog festival ar V/Bogue d'Or, hag a vez dalc'het bep bloaz a-c'houde 1975, e Redon. Bodañ a ra ur 700 a kanerion sonerion ha konterion evit ur genstrivadeg vraz, staget doc'h sevenadur Breizh Uhel. Selaouit displegadennoù Yolaine Delamer, plac'h a volonte-vat er festival da 20' en enrolladenn a-us! A-c'houde pell o deus ar stered ivez anvioù, hag e brezhoneg ivez èl-just! Selaouit doc'h kronikenn Benjamin Bouard da 8' Peseurt mod 'vez lâret. C'hui 'vo kaset da vro C'hres hiriv get Gael Le Du, hag e rubrikenn Tonioù Trips, selaouit da 28' Penaos en em gwareziñ àr internet? Ur roud a vez dalc'het ag PEP TRA a reomp. Diskoulmoù a zo. Selaouit alioù Hervé Kere, ag ar gevredigezh Ordis libres de l'Arrée, da 34' ha da 1e01 I Feel Good, setu ur film nevez lan a fent, kinniget get Yann-Klaod ar Ruyet en e gronikenn Sinema. Selaouit da 1e09 en enrolladenn! Tonioù: - An tri dipop, En tu-hont d'ar rivier - Hamon Martin Quintet, L'étang moderne - Krenijenn, Tour an disoursiaj ft. Krismenn - Menguy/Berenguer, Cailin na Gruaige Baine

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio