en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous

Re a zo pe n'eus ket ? Dañjerus eo ? Pe sort eo ? Pa gomzer ag kolesterol e c'hell bout un tammig luzhiet an traoù. Ur prantad interesus a zo da glevout get Gael Pedron, vedisinez Gouareg, doc'h mikro Tomaz Laken. Selaouit da 1e en enrolladenn Devezhioù a vez aozet da vont da welet ar re gozh ha komz brezhoneg gete. Kristell Beauto, plac'h a volonte vat e Radio Bro Gwened a oa aet da heuliañ Simon ha Marie-Andrée e Ehpad ar Pratel b'An Alre, selaouit ar pezh a zo bet lâret da 7' Ar Bigmeed a rank chaseal evit beviñ. N'hallont ket ober mod-all. Ne blij ket kalz an dra-mañ d'an WWF koulskoude. Evit gwareziñ al loened e vez gopret soudarded gant ar gevredigezh-mañ. Hag ar re-mañ a vez kaset da gêrioù ar Bigmeed ! Survival International 'neus savet klemm ouzh an OCDE. Selaouit displegadennoù Benjamin Bouard en e gronikenn Oushpenn ar vretoned 'zo da 29' Herve Kere ag kevredigezh Ordis Libres de l'Arrée, a zo get Tomaz Laken ag RKB hiziv evit komz ag poelladoù libr. Hag hiriv omp bepred o komz deus ar sevel kartennoù dindan lisañs libr diazezet war implij al lojisiel OpenStreetMap. Selaouit da 33' "Ober tro Rapronobis" Petra eo sinifiañs an dro-lavar-sen? Selaouit doc'h Teñzor ar brehoneg komzet, get Tomaz Laken ha Yann-Bër Guyader ag RKB da 11' Ur c'hig ha farz e vo e Moulleg, da sikour skol diwan Kistrebiah. Muioc'h da c'houzout get ar skolaer Thierry Jolivet, da 17' Tonioù: - Gwenno, Eus keus - Krismenn, Hunvreoù merglet - Le Bour Bodros Quintet, Lady Ray - Rone, Parade

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio