Pikous Dibikous
Perak eo Linux ur reizhiad korvoiñ (système d'exploitation) efedusoc'h ha suroc'h evit Windows? Ar respont a zo roet get Herve Kere, doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB tro 41' en enrolladenn a-dreist
Hello! Okaeri! Wie geht's? Mar karit mont da zizoloiñ yezhoù nevez kerzhit beteg Plouharnel (e-tal An Alre) benn disul! Selaouit ivez doc'h displegadennoù Patrig Drean, ag a gasay an atalier okitaneg da 6'
Karanti Karanti, ar gronikenn da gomz ag karantez e brezhoneg kaset get Paskal Tabuteau, a zo da glevout da 12'
Chinchon, setu ur gelaouenn nevez e gallaoueg evit ar vugale. Embannet eh eus bet an niverenn gentañ! Selaouit doc'h Fabien Lecuyer da 22'
An ostilhoù naturel a c'hell bout er memes tro efedus tre evit reiñ titouroù, hag oberennoù arz. Wenn du mir siehst, dann weine. Ar bed o treiñ, get Laetitia Fitamant ag Radio Kerne da 1eur 06!
Tonioù:
- Julie Fowlis, A phiuthrag sa phiuthar
- Le Gall-Carré / Moal, An hini karetañ (tennet ag Touellwel ar bladenn nevez aet 'maez)
- Bertran Ôbrée Trio, La net s'etèn
- Soig Siberil, Clark's favorite
- Kate Rusby, Our town
- Baaba Maal, Jam Jam