Pikous Dibikous
Benn disul e vo un devezh aozet a-enep d'an armoù-nukleel e Frañs, kaset get Luskad ar Peoc'h. Gwashoc'h an traoù evit ar pezh a c'heller krediñ: kresket x2 ar vudjet a vo gouestlet d'an armoù nukleel e 2018. Goulenn a ra luskad ar peoc'h e vehe votet ar feur-emglev bet votet d'ar 7 a viz Gourhelen 2017 en ABU, a zihan da vat get an armoù-nukleel. Selaouit doc'h Yves Jardin e penn kentaén an abadenn, tro-dro da 4'
Plijet omp bepred da ginnig ar gronikenn-se deoc'h, da gomprenn gwelloc'h ar yezh hag an taolioù-mouezh disheñvel. Peseurt Mod 'vez lâret a zo kinniget get Benjamin Bouard, ag Radio kerne, selaouit da 13'
Ar festival Yaouank a vo benn ur miz. Ur prantad plijus eo evit bro Roazhon, ha du-sen e vez dalc'het bep blez ur fest-noz rammzel get 7000 den. Selaouit Glenn Jegou doc'h mikro Benjamin Bouard ivez, ag Radio Kerne da 19'
Jean Madeg a zo ganeomp a-hed ar sizhuniad! Get Tomaz Laken ag RKB e vez kinniget deoc'h anavezhout gwelloc'h ar paotr youlek ha digourdi, n'oe krouet mirdi an ardivinkoù e Plevin. Selaouit da 35'
Poent eo ivez gober anaoudegezh get ar Mali mar karit. Tonioù Trips get Gael le Du a zo da selaou da 29'
Burning, setu soñj Yann-Klaod ar Ruyet a-zivoud ar film, selaouit da 59'
Tonioù:
- Lianne La Havas, Unstoppable
- Nirmaan, Camel Steps
- Suden Aika, Päiväpero ft. Katariina Ai