en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Aquarius: 500 a dud 'neunt manifestet 'ba Brest evit souten SOS Mediterranée

Aquarius: 500 a dud 'neunt manifestet 'ba Brest evit souten SOS Mediterranée

Ur bouchad manifestadegoù 'vit souten an Aquarius 'oa disadorn 'ba Europa. Manifestadegoù 'vit goulenn groñs gant gouarnamantoù Europa 'vefe roet ur banniel d'ar vag 'ya da sikour ha dastum repuidi aet kuit eus Libia e-bourzh bigi bihan. Ur bern anezho 'ra peñse 'bar mor Kreizdouarel ha ganto tadoù, mammoù ha bugale. Betegen 'c'halle an Aquarius mont war vor met tennet eo bet digant Panama ar banniel ret 'vit gellout en ober. War dro 30 000 a dud 'zo bet saveteet gant akipaj an Aquarius abaoe 2016, 'pezh n'hall ket ober ken. Laosket 'vo ar repuidi o vont d'ar strad neuze. 500 den 'noant manifestet 'ba Kemper, 800 'ba Roazhon ha 500 'ba Brest ivez. Eno 'oa Jean Branellec 'zo ezel eus kuzul merañ MSF (Médecins sans frontières) a labour stank gant SOS Mediterannée 'zo perc'henn an Aquarius. Un druez eo evitañ 'pezh c'hoarvez gant an Aquarius. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio