Devezh Broadel enep Linky disadorn
Un devezh broadel enep al Linky a zo prevezet benn disadorn. Lies abeg a zo evit ar stourmerien enep ar c'honteur tredan speredek nevez da vezañ malgontant :
dañjerus vefe evit ar yerc'hed, dre ar skinoù, ar gwagennoù a vez produet gant ar gleustoù gwer sklaer-se ;
ker tre vefe paet an ti Enedis gant ar Stad, evit ober e labour da lakat anezho e plas ;
hag ouzhpenn e vezont staliet hep asant an dud, gant doareoù feulz ha maez an demokratelezh. Setu ar pezh a zisplij d'ar stourmerien enep.
360 strollad enep Linky a vez niveret e bro C'hall en holl. Pep departamant pe rann-vro a zo bet galvet da aozañ e vanifestadeg; e Breizh e vo dalc'het ur bodadeg e Kemper. 55 strollad-a-enep-ar-c'honteurioù-tredan-Linky (hag hanter-kant) a vez kavet e Breizh, hag eo e hini Kemper ma vefe kavet ar muiañ a izili, 700 anezho, hervez kont. Emgav neuze e Kemper war blasenn an Iliz-Veur, plasenn Sant Korantin, da 10e30 vintin benn disadorn, evit ar pezh a sell deus an emgav Breizhad.
Marc Perrot a zo eñ er gevredigezh Robin des toits, e Konk Kerne. Displegiñ a ra pegent diaes eo en em aoziñ a enep da strategiezh Enedis.