en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

30 vloaz 'zo 'oa savet skolaj kentañ Diwan 'ba Brest!

30 vloaz 'zo 'oa savet skolaj kentañ Diwan 'ba Brest!

30 vloaz 'zo 'oa digoret 'ba Brest skolaj Diwan kentañ! Eizh skolajiad ha pevar c'helenner 'noant graet o distro skol 'ba ur ranndi 'ba Kerinou. Biskoazh kement all!!! Hudu an deiz 'zo 218 bugel 'bar skolaj 'mañ. Met n'eo ket skolaj nemetañ rouedad Diwan: un astenn da skolaj ar Relecq 'zo 'ba Gwiseni, ur skolaj 'zo 'ba Plijidi en Aodoù-an-Arvor, unan all 'ba Kemper, Gwened ha 'ba Sant-Ervlan 'zo chouk an Naoned. Lidet e vo 30 vloaz skolaj kentañ Diwan 'benn disadorn 'bar Relecq-Kerhuon lec'h m'eo staliet skolaj Penn-ar-Bed abaoe 29 bloaz. Un tamm sell war an istor gant Tangi an Ostis 'zo unan eus an eizh skolajiad kentañ. Bremañ eo kelenner war ar sport 'bar skolaj lec'h m'emañ e vab en trede klas ivez. Selaouomp Tani o kontañ an distro skol e 1988. Gant Erwan Blanchard. Diskinnig: War an ton bras 'vo lidet deiz ha bloaz skolaj Diwan: 'bar skolaj da gentañ lec'h 'vo diskouezhadegoù fotoioù, filmoù ha dielloù abep seurt. Adalek 5e30 e kendalc'ho ar gouel 'ba sal an Astrolabe 'bar Relecq-Kerhuon gant predoù a bep seurt hag ur fest noz gant Startijenn, Mo'Jo, An Abasq ha Pasquet ha sonerien ha kanerien all...

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio