Dister ar sikour d'ar wenanerien
Deus tu ar gwenan n'a ket an traoù war wellaat. Na deus tu ar wenanerien e Breizh bepred, keloù fall zo bet evit o micher evit ar bloaz adarre. Gant an distruj spontus 'oa bet er goañv paseet 'oa bet kollet kazi an holl ruskennadoù gant darn anezhe. Ha dre vras forzh penaos 'vez brasoc'h-brasañ ar c'holl bep bloaz. Ma vez ket a wenan ken, sur deoc'h na vo ket a vel kennebeut all! Ha diwar se tamm gonid ebet d'ar wenanerien, nag evit bevañ, nag evit gellout labourat pe paeañ o gle, tra ken. Goude ar stourm lañset e miz Ebrel 'benn bezañ klevet, 'oa bet embannet gant ar rannvro 'vi bet ingalet sikourioù arc'hant kenetreze, en ur mod dreist-ordinal, da harpañ anezhe gellout mont pelloc'h gant o micher. Pezh 'zo, evit se 'oa ar rannvro o c'hortoz arc'hant digant ar stad ivez. Ha bihan-bihan pezh 'oa embannet en deizioù diwezhañ da zont 'benn fin. Pelloc'h gant Jose Nadan, prezidant kevredigezh gwenanerien Breizh. Emañ o respont da c'houlennoù Tugdual Karluer.