Deskiñ brezhoneg get Roudour : an hentenn CLL.
Dimeurzh e Karaez 'oa kinniget un hentenn da gelenn yezhoù, nevez lakaet e brezhoneg gant Roudour. Dilun ha dimeurzh 'oa bet pleustret gant tud a-youl vat 'benn gwelet peseurt mod a c'hellfe bezañ kaset ar c'hentelioù. Lan Tangi zo kelenner gant Roudour, muioc'h a displegadennoù gantañ, gant Tugdual Karluer.