Disadorn e oa devezh european ar micherioù arz.
Dorioù digor a oa un tamm e pep lec'h er vro da ziskwein ar micherioù-se. En Alre e oa digor an ti anvet « L'argonaute », ur c'holektif arzourion hag o deus en em dolpet er mem lec'h evit labourat. Tresourion, livourion, kizellerion, tennourion poltredoù, podourion.. Lieseurt eo o micherioù hag o arzoù. Pedet e oa bet tud ouzhpenn iwez da ziskweiñ o arz èl Nolwenn Petitbon a zo he micher ketañ ober dantelezh get gwerzhidi. Adkroget eo en-dro d'ober dantelezh goude un ehan 10 vlez hag o soñj emañ kinnig kentelioù 'benn ar blez-mañ-za. Emañ an arzourez doc'h mikro Yaelle ar Mouel.