en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gouel ar levr a istoer a oa a-hed an dibenn-sihun-mañ e Pondi.

Gouel ar levr a istoer a oa a-hed an dibenn-sihun-mañ e Pondi.

Bep daou vlez e vez savet an darvoud get an ti-kêr hag ar blez-mañ e oa gouestlet d'an tem « addijolein amerikaoù ». A-bep seurt traoù a oa bet : taolioù grenn, kaozeadennoù, diskwezadegoù pe arvestoù evit ar vugale. Meur a briz a zo bet roet iwez èl priz ar vandenn dreset d'ar levr «Geronimo, mémoires d'un résistant apache » savet get Lisa Lugrin ha Clément Xavier, pe ar priz Joseph Loth a lak àr-wel ur levr preder a zo bet roet da Jean-Michel Sallmann evit « Indiens et conquistadores en Amérique du Nord ». Ledan an danvez hag àr draoù a-bep seurt e oa bet lakaet ar gaoz. Gireg Konan a oa bet pedet da gomz en daol-grenn a-ziàr ar liammoù etre Amerika hag ar Vretoned. E familh dezhoñ doa chwajet divroañ a Berroz-Gireg da vro Gebek e 1952. Gireg Konan a zo doc'h mikro Yaelle ar Mouel é laret deomp perak.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio