"Deomp holl d'an atant!" 'benn disul: mont da debriñ lein!!
Bennisul e vo digorret stalioù labour-douar d'an holl, dre zaou zarvoud o kouezal war ar memes devezh. « Lein bio » a vo kinniget gant ar GAB e bro C'hall a-bezh, er c'hêrioù o produiñ e bio. Padal eo aozet an darvoud « Deomp holl d'an atant » (pe « Tous à la Ferme ») gant Labourerien-Douar Breizh. An daou zarvoud 'n eus ar memes pal : reiñ da anavezout ar produiñ boued deus an diabarzh.
Nolwenn Lagadeg a labour evit ar gevredigezh Labourerien-Douar Breizh. Lâret a ra deus mikro Tunvezh wGwlagen-Grandjean eo bet savet evit reiñ ur skeudenn vat deus ar vicher.