Peseurt digreizenniñ en amzer da zonet?
Diriaou ha digwener e oa tolpet ar bodad « Vents d'Ouest » en Oriant. Degemeret oa bet Marylise Lebranchu, ministrez é karg a reform ar stad evit komz ag an digreizenniñ. 'benn miz gouel-mikel ketañ e vo graet stadoù an demokratelezh lec'hel, hag embannet an danevell diàr-benn ar politikerezhoù publik pe rgpp. Emgavioù e bep departamant vo savet àr ar sujed. Kement-mañ evit sevel ar lezenn db an digreizenniñ zo da vout 'benn 2013. Gortozet eo an dra-mañ get tud dilennet e Breizh. E-mesk an dud bet é selaou doh Marylise Lebranchu e oa Pol Molac ha Serj Moelo. Setu pezh o soñj dezhe doh mikro Olivier Le Clainche.