Hostiles
Ur film sevenet gant : Scott Cooper (2018).
Gant : Christian Bale, Rosamund Pike, Wes Studi (2e14).
Lâred a ran deoc'h krenn-ha-krak, heb gortoz pelloc'h : na lennit ket ar pennad-mañ mar karit mez kit da weled ar film a ziskouez dimp eh eus lec'h d'ar westernoù er sinema c'hoazh.
Ur gouron e oa bet ar c'habiten amerikan Joseph Blocker e-pad brezel an Digevrediñ. Mez en Amerik, er bloaz 1892, e oa daet da voud ur gouarner-prizon en ur c'hreñvlec'h e-kreiz stad ar Mec'hik-Nevez. Ha setu ma voe goulennet gantañ moned dre red da gas ar penn-brezel cheilhenn, Yellow Hawk, klañv braz, hag e familh ouzhpenn, beteg o zouaroù-orin, pell-pell a-vaze. Oblijet e oa, ya, rag nen doa ar c'habiten nemed disprizañs evid an Indian-se en doa lazhet meur a vignon dezhañ.War o hent e kavont Rosalee Quaid, ur vaouez bet lazhet toud he familh ganti gant Komanched ar c'hontre.
Gwallgaset e oa bet toud an dud-se gant ur vuhez rust ha kaled. Leun int a gounnar hag a zisfiziañs e-keñver o nesañ. Ha war an hent dañjeruz e vo red dezhe moned gantañ, e vo daw dezhe ober anavoudegezh kenetreze ha kontañ unan war egile evid treuzvevañ, a-gaoz d'an natur c'harw, pe abalamour da dud arall tort o speredoù.
Gwerso n'em boa ket gwelet ur western ken speredeg. Leun a feulster ennañ, ur gwir western enta, mez leun a breder, leun a garantez, braw-braz ar maezadoù lec'h ma kerzh an dud enne. Diouzhtu e soñjomp e Edward S. Curtis en doa bevet e fin ar c'hantved-se e-mesk Indianed an Amerik ha laosket dimp fotoioù ag ar re vravañ war o divoud. Strewet e pewar-ugent meuriad bennag e oa o niver tro-dro d'ur milion en XVIIIved kantved, pa ne chome ket mui nemed 40 000 anezhe pa'n doa kroget Edward Curtis da voned e darempred gante.
Gelloud a raer gweled ar film evel un astenn a labour Curtis, gant ar muioc'h a vuhez a c'hell ar sinema kennig. Petra a c'heller tennañ ag an daolenn fromuz-braz-se, akord an arvesterion evid lâred e oa erfin ur western gant tudennoù e c'hellomp santoud rac'h ar pezh a dreuz o c'halonoù hag o speredoù ? Evid ur wezh e vez santet don-don psikologiezh an dud ha mard eo hir ar film ne santer ket tamm hirder ebed e-barzh.
Ar pezh en deus skoet war ma spered eo ar santimant-mañ, an heni a c'hell lakad melkoni da zoned war ene an den : boud arruet gant ar c'hetal (interface), da lâred eo war an treuzoù etre daou ved : unan éc'h achuoud, dre heg liez, dre ziouver a zoujañs, hag ur bed arall é toned, splann a-walc'h dija e framm, ha n'eo ket sur tamm ebed e vo gwell an traoù ennañ nag eurusoc'h an dud o do ankouaet an heni kozh emberr. Evel-se eh a ar vuhez war-raog, evel-se e kouezh e izlonk an amzer sevenadurioù o doa bleuñvet e-pad kantvedoù kent moned er-maez a wel.
Amañ e welomp fin amzer an Indianed, kompren a raomp ema achu an oferenn evite. Daet eo ar marc'h-du hag e vagonioù da voud trec'h war ar roñseed. Daet eo ar fuzuilhennoù da voud mestr war ar gwaregoù, daet ar re wenn da voud mistri ar re ruz. Mez er vandennad vihan-se a heulïomp war an hent en un natur bamuz he braventez, e santer keuz ha glac'har un Amerik savet war aloubadeg rust douaroù sakr. Gouied a raomp bremañ ar pezh a zo bet graet ag an Douar a-c'houde. Ha dasson a ra c'hoazh komzoù peurbadel an Indian Seattle e 1854. "Ne ziskouez ket an dud wenn remerkañ an aer a vez analet gante. Emaint evel an heni a laka meur a zeiz evid mervel : ne glew ket ar fallvlaz nag ar bestañs a sav diwar e gorf."