Deskiñ komz brezhoneg "'bar gêr" gant KEAV
Stajoù evit deskiñ brezhoneg 'zo kinniget gant ///KEAV/// ar sizhun mañ 'ba ///Lesneven///. Stajoù un tamm dreistordinal. Da skouer, evit ar wech kentañ 'zo kinniget unan da lakaat ar gerent 'zo o teskiñ brezhoneg da vevañ gant o bugale e yezh ar vro. Deomp da selaou ///Claude Even,/// unan eus animatourien ar staj ha war lerc'h 'vo klevet ///Katell Dupont///, ur vamm 'zo deuet eus ///Roazhon///. Ur reportaj gant ///Erwan Blanchard.///