Mac'hadoù en tiez-feurm
An hañv eo ! Amzer 'zo... Amzer 'zo klask bevañ mod all, kemer an amzer da brenañ produioù mat evit kaout ar plijadur da geginañ o implijout produioù fresk deus ar vro. Legumajoù, kig, fourmaj-laezh pe fourmaj-rouz, krampouezh, chistr hag traoù all c'hoazh prenet war eeun digant ar broduierien a gemer perzh er "mac'hadoù en tiez-feurm". Setu ar pezh 'vez kinniget 'pad an hañv gant ar rouedad "Bienvenue à la ferme", kenurzhiet gant kambroù al labour-douar e Breizh. 'Ba Brieg e krogo ar marc'hajoù bep meurzh adaleg ar 26 a viz Gouere, a zispleg deomp René Pétillon. Un den anvet mat er vro c'hlazig, gant e wreg Françoise a zegemer an dud 'ba Sant Seleia* abaoe pell zo dija.
Eman deus mikro Anne Gouerou
* Ste-Cécile à Briec