Stourm evit dec'hel ti-gwilioudiñ Gwengamp
E Gwengamp zo keloù serriñ an ti-gwilioudiñ en ospital. Gant an ARS, ajañs rannvro ar yec'hed, 'oa bet roet da c'hoût ar sizhun dremenet e vefe serret benn fin miz Genver 2019. Met n'eo ket graet c'hoazh, krog eo an dud diwar-dro da sevel 'enep. Disadorn 'oa bodet un 2000 a dud e Gwengamp war digarez un eil manifestadeg.
Gael Pedron, danvez doktorez war ar medesinerezh staliet e Gwareg, zo bet « interne » en ti-gwilioudiñ e Gwengamp. Ha hi da lâret deomp petra 'devoa soñjet pa 'devoa klevet ar c'heloù. Gant Tugdual Garluer