Hañv : an termen evit labourat ha deskiñ ur vicher.
Lod eus ar studierien 'glask labourat 'kerzh an hañv 'vit gounit arc'hant ha paeañ un tamm o studioù. Tud 'zo deu a-benn da labourat ha da deskiñ ar vicher 'fell dezho ober diwezhatoc'h. Bleuenn ar Borgn 'zo kazetennerezh 'vit Ouest-France, o labourat 'ba Landerne. 'Benn kreiz Gwengolo e adstago gant he stummadur 'ban IPJ (Institut Pratique du Journalisme) 'ba Pariz. Kontet 'neus da Erwan Blanchard 'pezh 'neus degaset an hañvezh mañ dezhi.