Manifestadeg evit ar selvij publik
Unanet evit difenn ar selvij publik e oa ar vanifesterien hiriv. An ospitalioù, ar skolioù, an tailhoù, tier ar re gozh, tud an tan, koadourien pe c'hoaz poliserien o deus diskouezet o enebiezh da bolitikerezh gouarnamant Emmanuel Macron. Raktreset vez gantañ ul lezenn nevez evit penn kentañ ar bloavezh 2019, ma glever dija e vo krennet an niver a fonksionerien.
Ar vanifestadeg a oa un trec'h evit ar sindikadoù a-raog bezañ kroget zoken, pa 'z int deuet a benn da vezañ holl a stroll evit difenn ur menoz kevredigezhiel rannet. « difenn ar selvijoù publik a zo difenn al laikelezh, an ingalded, ur selvij dizalc'h, digoust ha kengred » a zo bet skrivet ganto en ul lizher d'an holl geodedourien.
140 manifestadeg damm dostig a zo bet dalc'het e pep lec'h e bro C'hall. E Kemper zo bet gwelet ur mil den bennaket o tibuniñ er straedoù.
Erell, Simon, Perryne, ha Jean Jacques, skolaerien e klasoù divyezh, a oa er vanifestadeg.
Diskinnig : Ur reportaj e manifestadeg difenn ar selvijoù publik e Kemper, gant Tunvezh Wlagen-Grandjean