en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Tremen ar vachelouriezh e brezhoneg

Tremen ar vachelouriezh e brezhoneg

Evit ar beure 'oa aozet un tamm bodadeg el lise Diwan e Karaez 'benn goulenn ur wezh adarre ma vo gellet dalc'hen ar vachelouriezh e brezhoneg. Gant ar c'homite « bak e brezhoneg » 'oa lañset an dra, komite zo moaien da heuliañ war e bajenn fasdebouk. 'Hed o amzer skol 'vez bet ar grennarded e Diwan, o teskiñ an holl danvezioù koulz lâret, e brezhoneg, dre ar brezhoneg. Ha ret dê 'benn fin, adframmañ o gouiziegezh da dremen an diplom e galleg. Selaouomp Essylt Even, Luca (« Louka ») Rault, Ismael Morvan ha Louis Floc'h, izili ar c'homite « bak e brezhoneg ». Gant TK Diskinnig: hag un dra lâret hag adlâret gante, n'eo ket evite o-unan 'maint o stourm, sur, rakkar eo re diwezhat dija, met evit ar rummadoù a day war o lerc'h, kaerat tra!

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio