Breizhistance : daou stourmer dirak ar lez-varn.
Tamallet eo da Yoann Colas ha Corentin Lemonier bout livet pannelloù-hent e kornad Roazhon e mis Meurzh paset. Hiziv e vint klevet get ar varnerion e tribunal Roazhon. Pal an oberenn-mañ oa lakaat brezhoneg àr-wel eno. Graet e oa bet da vare ar manifestadeg savet ba Kemper evit diwhenn ar yezhoù rannvro. Fabris Cadou, sekretour Breizhistance a zispleg deomp hiroc'h doh mikro Yaelle ar Mouel.