Un arvest sirk kensavet etre tud a vicher hag ur c'harter e Pondi
"Quartier détourné" a zo anv an arvest a vo kensavet e Pondi get Galapiat Sirk.
Ar gumpagnunezh a-vicher he deus en em staliet e-kreiz karter Bolumet, m'emañ 350 a dud é chom. Setu ur rakres kaset da benn get sikour kêr Pondi, ar servijoù sokial ha servij ar sevenadur e Bro Pondi. Meur a emgav a zo bet lakaet. E miz Ebrel o doa izili ar gumpagnunezh tremenet ur sihuniad e-kreiz ar c'harter, memes tra a vo graet 'benn ar sihun a-zeu hag a benn miz mezhewen ha pa vo kenniget en ofisiel an arvest evit mat. Pedet eo an holl da gemer perzh, pe vehe dre skrid, dre sonerezh pe en ur zeskiñ ober sirk. Selaouamp doc'h daou ezel ag ar gumpagnunezh, Brendan Corre, teknisian hag Erwan Hemeury, komedian ha soner. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.