en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

'Mañ ar gwenan en arvar, ken 'maint!

'Mañ ar gwenan en arvar, ken 'maint!

Biskoazh gwashoc'h goañvezh n'eus bet evit ar goañv-mañ. Evel 'peus bet klevet amañ c'hoazh zo kerzhadeg evit ar sizhun gant gwenanerien, aet war velo deus ar Faoued er morbihan dilun beure da vont betek Roazon digwener, dirak kambr rannvro al labour douar. Ha gante archedadoù gwenan. 'Maint o sevel 'enep d'al louzoù chimik, a vez lazhet ar gwenan gante, reoù nenikotinoid da gentañ. Evit ar goañv zo bet lazhet un ugent mil taol gwenan e Breizh da vihanañ, betek dek ha pevar ugent dre gant hervez ar wenanerien tapet ar fallañ! Evit ar beure 'oa aet ar wenanerien deus Sant Meven, Saint Meen le Grand, 'lec'h 'oant bet degemeret mat-kenañ, evit en em gavout 'kostez Roazon fenoz, ha dirak kambr al labour douar 'benn arc'hoazh; José Nadan, gwenaner er Faoued, 'neus roet lañs d'ar gerzhadeg-mañ, 'mañ deus mikro Tugdual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio