Laeret eo bet relegouer kalon Anna Vreizh.
Relegouer Kalon Anna Vreizh a zo bet laeret en nozvezh etre digwener ha disadorn. Dalc'het oa e mirdi Dobrée en Naoned dibaoe an XIXvet kantved. Nec'het eo koulz dilennidi al Liger Atlantel, ha kevredigezhioù sevenadurel Vreizh. En o zouezh Komite Anna Vreizh, hag en oa aozet lidoù 500 vloaz marv an Dukez. Padrig Malrieu a zo ezel ar C'homite. Diskrivañ a ra Skrin ar galon da Dunvezh Wlagen-Grandjean.