Parcoursup: studierien 'zo 'ban UBO o stankañ un amphi!
Etre 1000 ha 1500 studier 'neunt kemeret perzh 'ba un emvod meur 'ba skol-veur Roazhon 2 hudu. Pal an emvod 'mañ eo votiñ 'vit kenderc'hel stankañ ar skol-veur pe get..: votet 'neunt ar studierien 'vit kenderc'hel stankañ ar skol-veur 'betek dilun 'pa 'vo oazet un emvod meur all. Hervez ul lodenn eus ar studierien ne vo ket votet al lezenn war adkmepenn ar skol-veur ma gendalc'hont gant ar stourm. A-enep ar raklezenn ORE emañ ul lodenn eus ar studierien ha dreistholl a-enep Parcoursup. 'Ba Frañs 'zo studierien 'ba skolioù-meur all o stourm ivez: Tolbiac, Nanterre, Toulouse, Lille, Starsbourg, ur pempzek bennaket en holl. 'Ba Brest n'eo ket heuliet kement se al luskad: un amphi 'zo dalc'het gant un nebeut studierien. Youn Guezenneg studier an eil bloavezh Istor ha brezhoneg a gonta deomp penaos ya an traoù 'ba skol-veur Segalen.