Un aergelc'h ispisial er Zad.
Echu eo an dreverzh goañv evit tud ar ZAD. Dibaoe fin miz meurzh n'eo ket gwarezet mui an dud o chom e Kernitron al Lann da vezañ skarzhet gant ar gouarnamant. Deus ar pezh a zo bet diskleriet kerkent miz Genver gantañ, bremañ p'eo bet nulet ar raktres aerborzh, e vo dav d'an holl dud hep aotrez mont kuit deus an dachenn, dre gaerig pe dre heg. Tunvezh Wlagen-Grandjean he deus goulennet digant un den o chom e Kernitron al Lann penaos 'mañ an aergelc'h eno.