Stumdi : setu prantad ar pezhiou-c'hoari !
Setu pezh vez kinniget da stajidi Stumdi sevel ha pa vez tost achu o stummadur 6 miziad da zeskiñ brezhoneg. An digarez evite da labourat a-stroll ha da sevel un dra adal ar penn-ketañ betag ar fin hag evit ar stummerion da briziañ ar labour hag ar feson mand eo daet ar yezh gete. Hiziv e Planwour e oa bet bodet strolladoù Planwour hag Aredon, un abadenn gortaet braz get an holl anezhe. Gouiamp da betra servij ar labour-se get Padrig Drean, unan ag ar stumerion.