Bevan hep produin lastez
Desachet eo an dud gant un doare hep lastez da vevañ. Atalieroù ar gevredigezh Treuzkemm e Kemper a zo leuniet bep sizhun. Ar strollad tud, en em savet e kevredigezh e 2014 nemetken, o deus digorret ur stal anavezet « La Ressource Qui Rit ». Disadorn voe aozet ur stal da zeskiñ ar mod da dreusfeurmiñ dilhed kozh, pe da fardañ produioù a bep seurt drezoutomp hon-unan. Gwendoline Garreau a gemere perzh. Respontet 'n eus da c'houlennoù Tunvezh Wloagen-Grandjean.