25vet festival « Kann al Loar » 'ba Landerne
Asambles gant ar strollad folk eus Bro-Iwerzhon The Dubliners 'vo lidet pemp bloaz warn-ugent festival « Kann al Loar » 'ba Landerne. The Dubliners ar strollad pennañ 'vo gwelet war al leurenn 'benn an drizek a viz Foenn 'ba sal Sant-Ernel 'ba Landerne. Mil vrudet eo ar strollad deus Dublin met ur bern arvestoù all 'vo da welout adalek disadorn kentañ: dibunadegoù sonerien muzik hengounel, Festival Leon 'benn disul ha kement 'zo 'vo betek ar yaou 14 a viz Gouere... Met Kann al Loar 'zo ur festival da lakaat an dud da wel ha da selaoù 'vit ar wech kentañ abadennoù n'int ket anavezet kement se. Riskloù 'vez kemeret gant aozerien « Kann al Loar », bep bloaz, 'vit sevel ar programm 'vel 'neus laret Tangi Tomin, 'zo programmatour, da ///Erwan Blanchard///.