Dre en hentoù treuz e Bear evit deskiñ brezhoneg ar vro
Nevez 'zo 'oa staj brezhoneg dre an hentoù treuz e Bear, e kreiz Bro Dreger. E miz Du ha Kerdu 'oa bet deus ur seurt staj e Rostrenn c'hoazh. Ar soñj eo harpañ ar re 'dez c'hoant da vont da-gaout brezhonegerien a-vihanik er vro. bro pe vro e gwirionez, rakkar zo soñjet sevel kement all e meur a lec'h. Daou devezh staj zo, ur mizvezh etreze o-daou, kement ha leskel amzer da bep hini da labourat etretant, evit ma vo talvoudusoc'h an eil prantad. Juluan 'C'hozh zo deus ar skipailhad aozañ e Bear, ha Gael Pedron 'oa-hi o kemer perzh, tammoù displegadennoù gante, deus mikro TK